Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
imitation ar verc’hes vari.

great evit coll e c’hraç ha dont da veza e adversour.

Ha n’oc’h eus hu qet commancet dre en em relachi en e servich, hac en em renta coupabl a neglijançou pere ho deus er yeneat en hoc’h andret.

Dre neglijançou repetet alies eo saver nebeut a nebeut eur voguer a zisparti etre Jesus ha nin.

Ha n’oc’h eus-hu qet roet golo en ho calon da eur bassion dangerus benac, d’ar c’hloar væn, da un dezir habituel da receo meuleudiou an dud, pe da songezonou, da zesirou secret a impurete, elec’h mouga an eulfennou qenta eus ar bassion-se, azalec m’oc’h eus he santet oc’h en em alumi en ho calon ?

Ha n’oc’hu qet bet neglijant da guenta da zont da goves, neglijant en ho pedennou, en ofern, er sermon ?

Pa en deus Doue hoc’h avertisset, dre voues ho pastor pe ho confessour, da renonç da certen passionou pere a gommance ennoc’h o ravach, pa ho deus lavaret renonç d’an daremplederes-se a reac’h pe a bermettac’h a vige great deoc’h alies gant tud a eur sex control d’oc’h-ini, ha sentet oc’h eus-hu ? A n’oc’h eus-hu qet disprizet о c’husulou mad ?

Pa revuzer da Zoue ar pes a c’houlen diganeomp, en em briver, dre ar faut an--