Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
levr ii. chab. xii.

lontes oc’h-unan, mæs bolontes ho tad pehini a so en èn, neuse, contant eos ar stad e pehini en devezo ho laqeat, ne zezirrot hini all ebet.

Doue en deus merqet da bep-hini an hent dre behini e tle qerzet evit erruout er santeles.

En em ambusi hac en em drompla a ra an hini a sonch dezan gallout en em santifia dre un hent-all.

Ne aller qet beza sant, eb ar sicour eus ar c’hraç. Doue e ro da beb-unan erves ar musul necesser d’ar stad da behini er galv ha d’ar fonctionou da bere en destin.

Au hini a so en em dennet en eur gouent, ne dle qet regretti ar bed pehini en deus quitteat.

An hini a so angaget er bed, ne dle qet lavaret ne ell qet en em savetei ennan.

Ar stad a vues an assurra evit an eil hac eguile, a so an hini e pehini e fell da Zoue event.

E pe seurt condition benac en em gafet, ar silvidigues a zepand dioc’h ar fidelite d’ar c’hraç.

San Yan Vadezour a so en em santifiet var bord rivier Jourden, e pelec’h e falle da Zoue e chomge. Ne glascas qet sortial ac’hano.

Ar vuez a gundue an Ebestel oc’h heulia Jesus hac о receo e zoctrin, ne seblantas qet da Yan Vadezour capabloc’h d’er renta santel eguet ne voa an hini en devoa e-unan.

Nan, ene christen, ho micher ne deo qet dreizan e-unan control d’ho silvidigues.