An dud a Vethuli a yoa en dizesper ha ne c’hortozent mui nemet ar maro digant arme an Assyrianet commandet gant Holophernes, ha gouscoude, en amser-se memes, Doue ho zadou-cos a zalc’he digor daoulagat e brovidanç varnezo, hac a reas dezo caout ar victor var ho inimiet dre un instrument sempl en apparanç, mæs crèn, abalamour ma en em serviche Doue anezan ; un intanves santel, hanvet Judith, о delivras.
Joseph, unan a vipien Jacob, guerzet dre jalousi gant e vreudeur, a laca e fizianç e Doue en e oll boanion ha chagrinou, ha Doue n’en abandon qet.
Calomniet gant greg Putiphar, e væstr, ebars en Egypt, eo condaonet injustamant d’ar prizon. Er prizon memes, Joseph a laca e oll esperanç e providanç Doue, ha Doue a ra e denna ac’hano, a ra dezan caout graç vad ar roue Pharaon, pehini a ro dezan ar sourci eus e oll rouantelez.
Gouscoude, providanç an Autrou-Doue ne zelivr qet atao ar re just dioc’h pep aon ha peb danger. Ne bourve qet atao d’o oll ezomou er feçon ma teziront ha ma er c’houlennont ; mæs, pe e tenn anezo eus ar vizer, pe о læs enni, e brovidanç ne qet nebeutoc’h admirabl.
Pe en ho læs da souffr injustiç abers ar re-all, pe en ne ra qet, ar memes tra eo admirabl en o andret.