Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.
EIL LEVR
E pehini e considerer ar vues hac ar vertuziou eus ar Verc’hes santel, abaoue guiniveles he mab divin e Bethleem betec an amser e pehini er guelas o rei e vues evit silvidigues an dud, var menes Calvar.
CHABIST QENTA.
Bonheur ar re baour.
Ar Servicher.
Consideri a ran gant plijadur, ô Guerc’hes santel ar peoc’h parfæt e pehini e ma ho calon er c’hraou a Vethleem, e pehini e laqeit Jesus er bed.,
Ar revus disprijus a so great deoc’h e Bethleem, pa ho c’heus goulennet logeis, n’en deus qet troublet peoc’h oc’h ene.
Rouanes an Æles en em vel gant joa e