Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
imitation ar verc’hes vari.


Mæs petra ra barnedigues an dud d’an hini a guemer an aviel evit reglen eus e varnedigues e-unan ?

Pep oboissanç ne deus qet a verit.

Ma c’hoboissit ebqen abalamour da galiteou mad an hini a gommand, о c’hoboissanç a so naturel, ha Doue n’he recompenso qet, abalamour neo qet dezan e roit an henor.

En oboissanç memes pehini a bratiqer abalamour da Zoue, en em gaff alies meur a zefaut, meur a imperfection pere a lam diganthi eul loden eus he phris hac eus he merit.

Oboissa prompt ha gant joa en traou a blich deomp, a so qentoc’h ober hor bolontes hon-unan eguet n’en deo ober bolontes ar re-all.

En em zatisfia a rear neuze qent evit oboissa.

An hini a so guir oboissant, ne zale qet da oboissa, ne vurmur, na n’en em glem jamæs a enep an hini a gommand.

Ar speret Santel a zesq deomp penaus e rencomp[1] beza soumetet d’hor mistri gant pep respet, nonpas ebqen d’ar re a so douç ha moderet, mæs c’hoas d’ar re о deus un humor fall.

Caout a rafet an oboissanç æssoc’h, ma sonchfet nebeutoc’h en den da behini ec’h

(a) Pet. 2. 18.

  1. Pet. 2. 18.