Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
levr i. chab. xxvi.

tou an nessa. Languissa a ra ar gonversation ma na vesqer enni un taul teaud malicius bennac, un abec bennac er re-all.

Malheur deoc’hui, pere a gus disbars ho muzellou ar poezon eus an aspic, pere ho pes atao un teaud lemmet evel flemm an aer, ha n’ho c’heus qen plijadur nemet ho tispen reputation ar re absant !

Malheur c’hoas d’an nep en em blich oc’h о chelaou !

An nep a brest, gant plijadur, scouarn d’an droug-prezeg, en em rent participant er pec’het a zrouc-prezeg, evel an hini a ro scoas da eul laër da bignat en un ty, a so participant el laëronci.

Na chelaouit jamæs gant plijadur conta defautou ho nessa, nemet goulen a raet avis diganeoc’h. Considerit evel eur c’has a goustianç о parlant a enep ho nessa, nemet ar garantes hac an interest evit an nessa eo er goulenfe diganeoc’h.

O Doue ! nac a deaudajou malin a lausqer hed an deis e qever eur guemeneres, eur c’hemener, var eur poul-canna, en un ty-for, e stal eur c’hereour, en hostaleriou hac en oll gompagnunezou a dud fæneant, pere a las an amser, eb laza na mouga ar c’hoant divoder da zisolei plous e lagat ho nessa, eb remerqout pe o cuset ar muya possubl, an treust en ho lagat ho-c’hunan !