he c’harga a ra a veuleudiou, a venedictionou ; meuli a ra he grandeuriou ; he c’homplimanti a ra var he phrivilachou.
Mari, pell dioc’h en em lezel da veza drellet eus a henor he dignite, a zistro varzu Doue an ezanç a roer dezi, hac a guemer ac’hano occcasion da veuli an Autrou-Doue. Ne zianaves qet ar pez en deus an Oll-c’halloudec great a vras enni ; mæs eus a guement-se e rent dezan ar c’hloar ; ha petra benac ma zeo mam da Zoue, ne ancounac’ha qet e zeo he servicheres.
Humilite eus ar Verc’hes, pehini a so guir ha veritabl ha n’e deus netra eus ar vodesti faus-se a gals tud pere, dindan ar vantel pe an apparanç eus ar vertus, a guz, re alies, un ourgouill secret.
Pet den, en effet, ne refuzont meuleudiou nemet en intention da veza muyoc’h meulet, hac a laca ar vodesti da guzet ho vanite, evel eul liver pehini, gant liou caër, a c’holo coat brein.
Ar seurt tud-se a so leun anezo o-unan ha goullo a Zoue.
Eus a Zoue, eus e c’hrandeuriou, eus e drugarezou en em antreten Mari hac Elisabeth.
Leun ma zint eus e garantes, e laqeont ho deliçou da gonta ar burzudou eus e furnes, eus e buissanç hac eus e vadeles.