Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
levr i. chab. xxv.

Pep bizit-all a so fæzus ha dizaour memes evitho. Souffr a rêr, pa na vezer qet herves desir ar galon.

Ar sænt a laca da servichout da c’hloar Doue, da utilite ha da avantach spirituel an nessa ha d’ho pherfection ho-unan, actionou pe draou pere enno ho-unan ne servichont da netra. Ma rafet evelt-ho ha ma vizitfet ar re-all er memes intantionou, pebes froues na denfet qet eus ar civilite-se, eus ar pourmenadennou-se pere a ra lod eus a gustumou an dud ? Neuse e tanvafet enno mill douçder santel, dianavezet da dud ar bed. Parlant a rafet, en eil tu hac en eguile, eus ar sermoniou a ves clevet, eus a avizou mad ar gonfessoret, eus a avantachou ar guir devotion, eus a garantes Doue, eus ar mysteriou, ar sacramanchou, evit en em instrui hac en em avanç, hac er feçon-se, dre aliou mad, en em gourachfet d’ar vertus.

Sortial a rafet anezo, non pas ar galon goullo a bep guir mad, evel ma ves o finissa ar bizitou inoüs eus ar bed, mæs leun eus ar gontantamant santel-se pehini a so partach an dud a religion.

Eneou christen, na en em gollit mui dre ho pourmenadennou inspiret deoc’h gant an drouc-speret eus an amourousdet. Na dit mui, e couls an offiçou nac e poent-all ebet, da ober ar bizitou e pere pep sell qasi, pep coms, pep gest, pep discolperes a so eur merq exterieur