va Doue ! dre ho craç, evel ma zeo continuel va ezomou hac ho madoberou, ma passein ive va bues oc’h implori ho craçou hac oc’h o trugarecaat anezo.
Exempl Exempl Mari er vizit a reas da Santes Elisabeth, a dlefe beza ar reglen eus hor c’homportamant en hor pourmenadennou.
Mam da Zoue, ar Verc’hes humbl-se ne c’hortos qet e ve diavancet gant he c’hiniterv Elisabeth ; dre eno e condaon ar fals poënt a henor eus a veur a bersonach jalous qizidic eus ho renq, pere en em zalc’h bepret huelloc’h eguet ar re-all.
Mæs pe seurt rêson a angach Mari da ober ar visit-se ? Ne all beza nemet eur rêson a religion.
Ar guriosite, ar vanite, ar garantes divoder evidomp hon-unan, pe flagorneres hac amourousdet, a so ar pen-caus eus an darn vuia demeus ar visitou hac ar pourmenadennou a rêr er bed. Ne c’hoarve qet er c’his-se gant ar fidella eus ar guerc’hezet : he bizit a ra dre ar rêsoniou ar re santella.
An dud vertuzus, er bizitou memes pere a