Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
imitation ar verc’hes vari.

ober deoc’h caout oll ferveur ar Sænt, hac ho communionou ho lez atao lach e pep tra.

Un dra bennac a refuzit bepret da Jesus, pehini ne refus nicun deoc’h eus e vadelezou.

E brezanç en ho calon a inspir deoc’h eur moment, evit guir, cals a zantimanchou caër.

Ober a rit dezan promessaou ; mæs ober a rit evel an dud a bromet cals bac a ro nebeut.

Nen deo qet evel-se e rafac’h da eur madoberour bras bennac deus an douar, pehini en defe oc’h enoret eus e vizit.

Pa vezer sansibl da vadoberou eur mignon, ah ! peguer prompt e vezer da zisques anaoudegues vad.

Ar garantes ne repos nemet pa e deveus cavet ar voyen da drugarecaât. A mancout a rit, va mab, eus an occasionou-se a vertus a bere e profite ar Sænt, goude ar gommunion, evit disques da Jesus peguement e c’hanavezent ar c’hraç o doa recevet enni ?

Jesus a c’houlen eur vigilanç particulier var an affectionou eus hor c’halon, e pehini e fell dezan ne ve carantez-all nemet evitan pe abalamour dezan.

Ma taulfac’h evez aoualc’h varnoc’h, goude beza communiet, en em gonserfac’h en devotion ho poa pa gommuniac’h.

Beilla varnoc’h oc’h-unan, guell eguet na veiller var eur vad eus a behini ar gonser-