Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 86 ]


Peini zo bet caos d’am glac’har bete hen !
Ne sonjàn mui em glas ; evurus ma c’halfen
Mont da zoulaji pront anqen ho calonou,
Hac a greiz va c’halon poqat d’ho chadennou !
Mes evurussoc’h c’hoas, ma ve dìn permetet
Partaji ganeoc’h ho poaniou diremet,
Hep ho quitat james na dont d’ho tilezel,
Nemet en heur memes ma vo ret deomp mervel ;
Mes gout a rit va chanch, va destination :
Plijet gant va Doue rêi consolation
Ha nerz d’ho calonou da vouga da james
Ar voëz eus an errol hac eus an dromplerez,
Ha da heuill, er c’hontrol, bepret an avizou
A laqàn dêc’h dre scrit, evel ar guir urzou
Eus hor Mestr, hon Autrou souveren, eternel,
A bini vìn bepret an interprêt fidel.
Anaout a rit dija penos oc’h destinet
Abeurz eun Doue just da veza chadennet ;
Balamour d’ho sotis, d’ho coaliou disqient,
E languisfot epad deg vloas ha tri-uguent
Dindan ar chadennou ponner : pebes anqen !
An Assyrianet a ray dêc’h o douguen.