Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






EXPLICATION AR C’HUEC’HVET FIGUREN.


————


Lectur eus a Lizer Jeremi.


————


Guelet a rêr ar Judevien chadennet, ha var ar poent da bartia evit al lec’h ma tleont beza exilet. An dud coz, ar graguez, ar merc’het, hac ar vugale c’hoaz eus ar vronn, a zo reprezantet en eur fêçon an hevella. Unan eus ar re ancien, respectabl dre e oad, a zalc’h en e zorn eul lizer eus ar Profet Jeremi. Ober a ra publicamant lectur anezi, en eur e zistrempa gant an daelou a goez eus e zaoulagad. Ar bobl er zelaou gant un attantion glac’harus. Darn a zao o daoulagad entrezec an ên ; re-all o fix gant eur galon mantret var an douar ; ar graguez a c’holo o bizach gant o daouarn, hac ar merc’het a zeblant beza mantret gant eur glac’har ar vrassa.

Jerusalem, Jerusalem, quœ occidis prophetas, ecce relinquetur Domus deserta, et parvuli adducentur in captivitatem.
Maz. ch.23. v.37.