Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





ARGUAMANT


AN BÊVARE CANTIC.


————


Ar Profet Jeremi a scuill dae1ou c’hoaz var ludu Jerusalem, ha var an traou caer a voa enni. Poan en deus o credi e ve ar vein eus santual an Templ sclabezet dre ar blacennou public, hac e ve bugale Sion trêtet evel pôdou pri. Ober a ra eur poltret an touchanta eus a stat estlamus e vam-bro ; n’en deo deut ar breiz a Vabylon nemet dre grimou he bêleyen, ha re he fals-profetet. En vên o deus laqet he habitantet maleürus o esperanç en Ejyptianet ; n’en em denfont biqen eus a zindan ar voalen a gastiz, meritet dre o idolatriach. Sermoniou ar Profet santel a deu da veza guir : ar Judevien a zo trec’het ha divisqet eus o oll vadou ; o Roue a zo didronet,