Tad ha mab, breur ha c’hoar, hac ar verc’h hac ar vam.
O Doue, pez eston ! pez trubuill ! pez estlam !…
Oll en crenedien, sêzisset a spouron,
E savjomp hon daouarn pront etrezec e dron,
Hac hon tâl contristet, goloet eus a voad,
A brezante dezàn vivamant hor mennad :
En instant eus e dron eur barad curunou
En em form, en em frêz, a zissip hor vœuyou.
Evel ma tifframmer eur blanten hep bue,
Me zo bet displantet eus va bro, va c’hontre :
Hanval ouc’h serpantet, an dud feuls, disqient,
A zeblant dezirout va dispen gant o dent :
Ar pez abeurz Doue dê a brofetizen
Eo bet eus va maleur ar princip, ar zourcen :
Rac anonç a ren dê traou calet ha cazus,
Ha ne voant qet credabl d’o speret orgouillus ;
Ar pez a scorn bremâ o goad gant ar vorc’het,
Hac am expos hep cess d’o furor diremet.
E creiz qement a boan, a drubuill, a ganvou,
Allas ! ne allàn mann nemet scuilla daelou.
Nan, nan, ne baouezìn o voëla nos ha de,