Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 51 ]


O veritout ar boan hac ar bunicion
Ac’heus grêt deomp da zouffr gant justiç ha rêson ;
Mes d’ar bed, estonet ouc’h hor guelet impi,
E tleyes eun exempl c’hoaz mui eguet-domp-ni.
N’en eus eta netra caoz d’hon adversite
Nemet hon oll dizurz hac hon iniqite.
Doue ne deu james d’ober neb injustiç :
An den coupabl memes, pa renonç d’e valiç,
A gav ennàn eun tad qercoulz hac eur barner,
Carguet a garantez, madelez ha douster ;
Gorec da bunissa, mes pront da bardoni,
Pa gar ar pec’her paour a galon er pedi,
Hac én prest da leusqel an tanfoueldr var e benn,
En eur memes instant ec’h exauç e beden.
An hazard ne ra mann : ar C’hrouer eternel
A c’houarn e-unan ar bed universel ;
E furnes dreist-muzur a brepar evidomp
Ha poan ha plijadur, herves ma veritomp.
Ha ne brocur-i qet deomp an oll moyenou
Da gassât ar pec’het, da heuill ar vertuziou,
Hac en e c’harz hep risq da vale reis hepret,
En hent assur demeus ar guir evurustet ?