Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





Trivet Cantic.


————


O va Zad ! va Doue misericordius !
Pe da goulz e teuint an deiziou precius,
Deiziou qen dezirabl ba qement deziret,
En pere va zourmant dle beza terminet ?
Da voalen a gasti varnon-me hep mui-qen
A zeblant appliqet da james, da viqen,
Hac a lèz var va c’horf ar mercou bronduet
Eus an dorn invisibl en deus va c’hastiet.
Te c’heus va digasset d’ar plaçou teval-mâ,
El lec’h ne velàn mui an eol sclêr o vrilla :
Va c’horf extenuet a rento hep dale
Entre da zaouarn just da james e vue.
Dizec’h eo va dargreiz, ne meus qet un ascorn
Na eller da gonta eus a dal an alzorn ;
Bete plantou va zreid, evel eur gueuneuden,
E zeo coenvet va c’hig ha ridet va c’hroc’hen.