Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 37 ]


Penos, eme Judas, gant eur c’hoarzin picant ;
Qer lêm hac an aspic, pe flêm an ærouant,
Hac onnes eo ar guêr a voa mestrez d’ar bed
Var vôr ha var zouar, goechal qer redoutet ;
Eus a bini hepqen ar sqeud hac an hano
A voa doujet dreist oll qement hac ar maro,
Zo bremâ qen distruch ? N’en eus chomet ganti
Nemet maillou houarn, mein, pouldr, douar ha pri.
An trec’hour, o clêvet un hevelep langach,
A lavar gant un ton a vepris hac outrach :
Enfin-ta, cetu deut an deiz qen agreabl,
Peini da viqen a rentimp memorabl !
Deiz eurus, en pini, dre c’hraç hon Doueou,
Ar guêr impi-mâ zo barrec a valloziou…
Ra vezo, da viqen, en amzer da zonet,
Dreis eur sort avantur ar bed oll estonet :
Dêvomp-y, rayomp-y, livromp oll d’ar pillach ;
Beuzomp-i en eur môr a voad hac a garnach ;
En faveur sclêrijen, an tan-goal en he c’hreiz
Guelomp he fobl fier rentet qen soubl, qen reiz,
O c’hasten o diouar, reudet crenn o memprou,