Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ARGUAMANT
AN EILVET CANTIC.
————
Ar Profet a zeblant beza surprenet eus an distruch
a Jerusalem, ar guêr-ze qer brudet, en
peini en devoa Doue fontet e Dabernacl hac e
Dempl. Ne baoues da huanadi varnezi. Ar
vogueriou discaret eus he falesiou respectabl, a ra
dezàn antren en eun estlam santel, peini er
c’hontraign c’hoaz da zespeigni ar maleuriou
eûzus he deus souffret, a bere e voa bet
e-unan test ha souffrus. Tamal a ra an nombr
hac ar rigol anezo d’ar vêleyen ha d’ar
fals-profetet, pere, pel da brezeg gant nerz a enep
debordamant ar bobl a Israël, er meule, er c’hontrol,
en he fec’hejou, en eur brometi dezi
e tispenje he adversourien evel eun uvre, hac
er rentje perc’hen didrous demeus ar c’haera