Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
Exerciçou evit an Oferen.

Hac en em ofr dreizan en Oferen.
Rac-se ivez he oll ornamanchou
Ha c’hoas so-quen he oll actionou
Er sacrifiç a so quasi henvel
Ouz re Jesus en he boaniou cruel.
Ar gurun-spern a so represantet
Dre’r gurunen so var ben ar belec,
Ha dre’n amit ar gouel a oue lequeat
Da Jesus-Christ var-dro he zaoulagat.
Dre’r gamps lien eo sclaer sinifiet
Ar saë ven-se a oue dezan guisquet
Gant Herodes an den-se quer mechant,
Evit tremen Jesus da innoçant.
Dre ar gouris var dro ar gamps scoulmet,
E tleer enrent ar c’horden rust meurbet
Ma oue ganto garotet er jardin,
Eguis ul laër, hon Redamtor divin.
Ar manipul ouz ur vreac’h d’ar belec ,
A signifi penaus he oue ereet
Daouarn Jesus an eil ous eguile,
Evit miret outan he liberte.
Ar stol a zeu da rei deoc’h da c’housout
E oue tolet dezan dreist he c’houzouc
Ur gorden hir evit ganti he ren,
Pa oue dezan roet he groas da zouguen.
Dre ar gazul ê c’hoas hevelebet
Ar ventel bourpr voar he ziouscoaz tolet,
Evel ur roue a farç oc’h he dreti
Ganr peb injur ha peb ingrateri.
Ar groas a so var ar gasul merquet
A ro d’anaout ar groas a oue douguet
Gant Jesus-Christ var he guein d’ar menez,
Evit outi finissa he vuez.
Dre ar c’halir eo splam represantet
Ec’h acceptas er Jardin Olivet
Ar c’halir criz eveus be bassion
Evidomp oll gant resination.
Dre’r c’horporal ha couls dre an doubier,