Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
Pedennou diouz an nôz.

Hac exaucit hor goulennou.
Ni ho ped, c’houi Tad etemel,
C’houi Map, ha c’houi, Speret Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,
Galvet an Dreindet souveren,
Da sellet ouzomp a druez,
Pa regretomp hor goall vuez,
Enoc’h epguen ec’h esperomp,
Rac-se ho pet truez ouzomp.
Santes Mari, mam da Zoue,
C’houi eo a bedomp-ni goude,
Guerc’hes santel ar guerc’heset,
Pa’zomp deoc’h en em adresset,
Pa’z oc’h da Jesus ar vam dîn,
Hac ar vam eus ar c’hraç divin,
Pedit evidomp deiz ha nôz,
Evit ma’z aïmp d’ar barados.
Mam bur ha neat bep pec’het,
Mam chast ha mam divlam chomet,
Ur vam dîn da veza caret
Ha da veza cals admiret,
C’houi a so guir vam d’hor C’hrouer,
C’houi a so guir vam d’hor Salver,
Pedit, etc.
Guerc’hes prudant ha venerabl,
Guerc’hes a so meurbet meulabl,
Guerc’hesaso quer galloudus,
Quen douç ha quen trugarezus,
Guerc’hes a so fidel bepret,
Mellezour a justiç parfet,
Pedit, etc.
C’houi eo demeuranç ar furnez,
C’houi so quiriec d’hon levenez,
Hac ur vessel spirituel,
Dîn da un enor eternel,

Pater de cælis, Deus, miserere nobis.
   Fili, Redemptor mundi, Deus, mis.
   Spiritus Sancte, Deus, miserere nob.
   Sancta Trinitas, unus Deus, miser.
   Sancta Maria, ora pro nobis.
   Sancta Dei Genitrix, ora pro nobis.
   Sancta Virgo Virginum, ora pro n.
   Mater Christi, ora.
   Mater divinæ gratiæ, ora pro nob.
   Mater purissima,
   Mater castissima,
   Mater inviolata,
   Mater intemerata, ora pro nobis.
   Mater amabilis, ora.
   Mater admirabilis,
   Mater Creatoris,
   Mater Salvatoris,
   Virgo prudentissima, ora pro nob.
   Virgo veneranda,
   Virgo prædicanda, ora pro nobis.
   Virgo potens, ora.
   Virgo clemens, ora.
   Virgo fidelis, ora.
   Speculum justitiæ,
   Sedes sapientiæ, ora pro nobis.