54
Oræsonouigou evit peb occasion.
Var ton, Vexilla Regis, ec’h aller cana an oræson-mâ.
ME ho salud, o pemp gouli !
Gant ur c’hoant bras d’hoc’h enori :
Ra vezo scrifet em c’halon
Jesus hac he oll bassion.
O va Salver, me ho supli,
Dre veritou ho pemp gouli,
Ho pêt truez ouz va ene
Pa’z aï dirac ho majeste.
Abarz mervel, o va Jesus !
Gant ar goat sacr ha precius
Hoc’h eus bet anezo scuillet,
Ma goalc’hit neat diouz peb pec’het.
Grit d’in ar c’hraç hivisiquen
|
Da ober ur guir binijen,
Ha roït d’in var [va] [1] fassion
Ur guir gueuz ha contrition.
Ha c’houi, Guerc’hes, me ho supli,
Dre ho clac’har o contempli
Ar gouliou eus ho Map quer,
Besit favorabl e[m] [2] c’henver.
Dre veritou ar seiz cleze,
Pere a dreuzas hoc’h ene,
O velet dezan cals a boan,
Asistit var va zremenvan.
Hac evel m’hoc’h eus recevet.
He gorf eus ar groas disquennet,
Recevit neuse va ene
Ha presantit hi da Zoue.
|
Ar venediction abarz ar repas, hac ar graçou he c’houde, quen en latin, guen en iez bresonec. Var an ton : Prest eo va ene disoucha ha da Zoue en em renta.
Mar ho lavarer assambles, ec’h allo unan eus ar gompaignunez lavaret peb coupl hed-a-hed, hac ar re-all a allo respont varlerc’h peb coupl ive : Evelse bezet grêt, pe autramant, Amen.
JAmæs ne dleit mancout abarz ho repas da bidi Doue da rei he venediction dezâ, o lavaret ar Benedicite, ha da drugacecât he vadelez divin he c’houde, ha
- ↑ Moullet : ar.
- ↑ Moullet : en.