Rac ma’z oc’h mad ha dîn da veza ar muia caret.
Treindet sacr en un Doue, Tad, Map, Speret Santel,
M’en em ofr a galon da veza deoc’h fidel :
Ur propos ferm a ran gant ho sicour da dec’het
Diouz quement tra so d’in da goueza er pec’het.
Deoc’h en em resinan, va Doue, a galon ;
Hervez ho volontez disposit ac’hanon :
Bepret ec’h adorin em andret ho providanç :
C’houi am c’har, aoualc’h eo evit rei d’in assuranç.
Evit ma talc’hin mad d’no servij, va Autrou,
Me renonc da Satan, d’he bompou, d’he œuvrou,
Ha d’ar c’hic revoltet, d’ar bed fall ha treitour;
Rac ma’z eo ar re-ma d’am ene tri adversour.
Hep ho craç, va Doue, n’em eus gallout ebet,
Dre Jesus-Christ ho Map, roït-hi d’in, me ho ped,
Evit m’en em virin diouz peb goall plijadurez,
Ha ma chomin em sa en creis va sempladurez.
Jesus, Guerc’hes vari, Joseph, Joakim, Anna,
Sant Mikel, va Æl-mad , sant Ian , santes Barba,
Sant Paoul, sant Caourintin, ha c’houi, va faëron santel,
Ar merc’het a lavaro : ha va maërones santel,
Hac oll sænt all, grit d’in caout ar vuez eternel.
Amen.
Er c’houpl diveza-mâ eleac’h, sant Paoul, sant Caourintin, nep a chom en Treguer a ell lavaret : sant Paoul ha sant Tudual, ha nep a chom en Dol a ell lavaret : sant Paoul ha sant Samson, ha nep a chom en Guenet [a] ell lavaret : sant Paoul ha sant Padern, ha nep a chom en sant Briec : sant Paoul ha sant Briec.