Hor ferveur guenta, memes d’he c’hrisqui :
Hac ar retret eo a ra
Ma teu da veza sænt ar bec’herien vrassa ?
Goude-se mar bez question
Da c’hout pehini ve hor vocation,
Eno e consultomp Doue,
Hac e ra deomp anaout he volontez ive.
Eno e teu da gomz ouzomp :
Ha da squilla cals a c’hraçou varnomp :
Eguis ur roue gant he vignon
E tret eno Doue gueneomp en hor c’halon.
Chetu he desteni ama :
M’ho cunduo d’ar retret, emeza,
Hac eno en meur a fæçon
Me a gomso ouzoc’h en gouelet ho calon.
Ha rac-se bolontez Doue
Hac ar profit a dennac’h d’hoc’h ene
Hoc’h oblij da vont d’ar retret,
Hep en em arreti var digarez ebet.
En exempl eus ar sænt memes,
Pere a iea d’ar retret alies,
A dleffe ho persuadi
E ve mad deoc’h mont aviziou enhi.
Ar pez ho confi d’he ober,
Ar muia tont eo exempl hor Salver,
En em denne a douez an dud
Lies a veich ive da vont er solitud
Ha n’en deveus en tremenet
Meur a nosvez o pidi er retret ?
En hi soquen ec’h operas,
Pa edo er bed-ma, cals a vysteriou bras.
Vardro ar fin eus he vuez
E reas unan en spaç a zaou-uguent dez,
O tisquez deomp eo ar retret
Ur voyen da veva en graç Doue bepret.
Mar deo ar sænt gant hor Salver
Hac hi pegueit edont diouz an danjer,
A reas quellies ar retret,
Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/678
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
658
Peguer profitabl eo ar Retret.