pelet bian eus ar memes curunen, evit ma plijo gant he benediclion, oc’h obteni digant Doue ar c’hraç da nep en em servijo eus an heuriou-ma evit he bidi, da veza exaucet gant he drugarez divin. Amen.
Ar gurunen-ma eus ar Verc’hes sacr, mam hor Salver, a so composet eus an deir Pater noster hac a zaouzec Ave, Maria. An teir Pater-se a vez lavaret en enor d’an tri ferson adorabl eus an Dreindet pere ho deveus ornet a c’hraçou ar Verc’hes Vari dreist an oll : hac an daouzec Ave, Maria, a vez lavaret en memor eus an daouzec privilej e deveus recevet digant al liberalite a Zoue, hac a so represantet (hervez sant Bernard) dre an daouzec stereden pere a orne ar curunen a ioa var ben an itron admirabl-hont eus an Apocalips er scritur sacr. Ouzpen e reer ouz ar Verc’hes goulennou er chapelet-ma eus he c’hurunen evit ma plijo gant-hi obteni deomp digant he map quer ar graçou pere a gonsideromp oc’h he lavaret.
Chetu ama’ta ar fæçon da lavaret chapelet ar gurunen-ma. Goude beza grêt sin ar groas ha recitet ar Gredo devotamant en brezonec en enor d’an Dreindet sacr e leverrot an teir Pater hac an daouzec Ave, Maria, non pas diouz-tu ; rac an daouzec Ave, Maria-se a bartajet en teir loden, o lavaret peder Ave, Maria varlerc’h peb-hini eus an teir Bater.
Ar guenta Pater a leverrot en enor d’ar c’henta person eus an Dreindet, an Tad eternel, evit he drugarecaat eus ar peder donæson ha privilej en deveus roet d’he verc’h guer ar Verc’hes sacr, da c’houzout eo :
Da guenta, eus he fredestination eternel, o veza bet choaset ganta da veza mam d’he Vap unic ha da veza ar barfeta hac an excellanla eus he oll grouadurien bur, hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive an donæson bras ho predestination d’ar c’hloar digant an Tad eternel.