Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Instruction evit al labour.


accipietis, quaerite et invenietis, pulsate et aperietur vobis ; quæstnnus, da nobis petentibus divinissimi tui amoris affectum, ut te toto corde, ore et opere diligamus, et à tuâ nunquàm laude cessemus. Qui vivis et regnas, etc. hac e queffot ; scoït var an ôr, hac e vezo digoret deoc’h ; roït deomp eta, ni ho supli, pa c’boulennomp ouzoc’h, an affection eus ho carantez divin, evit ma ho carimp erfat hac a galon hac a c’henou, hac a œuvrou, ha na baouessimp jamæs oc’h ho meuli, c’houi pehini a vev hac a ren ur memes Doue gant an Tad hac ar Speret Santel heb fin da jamæs.

Amen.




INSTRUCTION EVIT AL LABOUR
Hac Oræsonouigou evit peb occasion,

AN den a so ganet evit labourat, eme ar Scritur, al lezireguez er c’holl, an didalvoudeguez pe ar feneantis a so adversoures d’an oll vertuziou hac a zesq da un den a bep seurt viçou. Abars ar pec’het e oue lequeet an den quenta er jardin eus ar barados terrest, evit labourat ebars : ha goude ma en devoa pec’het, un darn eus he bunition hac a bunition he lignez, oue beza condaounet da ul labour poanius ha da zibri he vara diouz ar c’huesen eus he visaij. Piou bennac a refus eta labourat, a ia enep an urz hac ap ordrenanç a Zoue, ha ne ra quet ar binijen pehini so necesser d’an oll dud da ober, hac evelse n’ema quet en hent eus he silvidiguez. Pep-hini a renq consideri al labour pehini so stag ouz he condition, evel un dra gourc’hemennet gant Doue dezan en pinijen eus he bec’hejou, hac evit servijout dezâ da veritout ar vuez eternel. Ar consideration-se a dle hoc’h oblija da laquat ho poan d’en em occupi hervez ho stat, ha da labourat ato gant sourci, gant dilijanç, gant joa ha gant ur speret a oboissanç, a binijen bac a oræson, o sevel ho calon alies etrese Doue var ho labour, gant sonje-