Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/584

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
564
Gousperou an Anaon.
Oræson evit un decedet, goas pe vaoues, pe veus a hini e reer an offiç deiz a bloas, pe an annuel

D Eus, indulgentiarum Domine, da animæ famuli tui vel famulæ tuæ (N.) cujus anniversarium depositionis diem commemoramus, refrigerii sedem , quietis bea-titudinem et luminis claritatem. Per.

AUtrou, c’houi pehini so un Doue leun a drugarez, grit ma antreo er plaç a frescadurez hac en eürusdet eus ar repos hac eus ar sclerijen eternel, an ene eus ho servijer pe ho servijeres (N.) pe veus a hini e celebromp hirio an offic deiz a bloaz, pe an annuel. Ni her goulen ouzoc’h dre verit hon Autrou J.-C. ho Map quer, pehini, etc.



MATINESOU AN ANAON.
Invitatorium.

Regem cui omnia vivunt, * Venite adoremus. Bis.

Invitation pe Exhortation.

An oll a so beo d’ar Roue souveren, * Deut, ma hen adorimp

Repetit diveich, An oll, etc.

Psalm. 94.

Venite, exultemus Domino, etc.

Deut oll, entrezoc’h, crouadurien ; etc.

Ar rest eus ar Salm-ma a gueffot en commançamant an heuriou-ma en ofiç an hano eus a Vari ; hac eleac’h an invitation pehini so eno evit ar Verc’hes, e leverrot an invitationa so ama evit an Anaon, varlerc’h peb coupl eus ar Salm-se.

Hoguen ne vez lavaret an Invitation hac ar Salm-ma nemet da vouel an Anaon ha d’an enterramant, pe d’an offiç bras eus a un decedet bennac, ha d’an deiziou-se e vez lavaret an tri Nocturn a so ama varlerc’h gant ho Antifonennou doublet. D’an deiziou-all erfat ne lavarer nemet un Nocturn gant Laudes : ha chetu ama pe en fæçon ha pe diouz renq, da sul, da lun ha da iaou e vez lavaret ar c’henta Nocturn ; ha da veurz ha da vener an eil, ha da verc’her ha da sadorn an trede Nocturn.