Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/572

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
552
Oræsonou evit ar Goueliou.


raphim, Patriarchæ et Prophetæ, sancti legis Doctores, Apostoli, omnes Christi Martyres, sancti Confessores, Virgines Domini, Anachoretæ, Sanctique omnes, intercedite pro nobis. ebestel, oll verzerien J.-C., confessoret santel, guerc’heset hon Autrou, ermitet ha quement sænt ha sænteset a so er barados, plijet gueneoc’h intercedi evidomp dirac Doue.
Oremus.

OMnipotens sempiterne Deus, qui nos omnium Sanctorum tuorum merita sub unâ tribuisti celebritate venerari ; quæsumus ut desideratam nobis tuæ propitiationis abundantiam, multiplicatis intercessoribus, largiaris. Per Dominum, etc.

Pedomp Doue.

O Va Doue oll-galloudec hac eternel, pehini hoc’h eus grêt deomp ar c[’]hraç [1] da enori ar meritou eus hoc’h oll sænt dindan ur memes solennite ; squillit varnomp, ni ho supli, an abondanç a zesiromp eus ho trugarez en consideration eus an niver bras-se a intercessouret. Ar pez a c’houlennomp ouzoc’h dre verit ho Map quer J.-C. hon Autrou, pehini a vev hac a ren gueneoc’h assambles gant ar Speret-Santel en un Doue.


Evit gouel an Anaon eus ar Purgator, an eil deiz eus ar mis Du, galvet gant an Ilis deiz ar gommemoration eus an oll Anaon fidel decedet, en fin Gousperou an oll-Sænt, pe mar guerru gouel an oll-Sænt da Sadorn, en fin Gousperou ar sul varlerc’h e vez lavaret Gousperou an Anaon, pere a gueffot ama araoc ar seiz Salm a binijen.

instruction evit goüel an anaon.

AN Ilis e deveus destinet un devez particulier da bidi evit ar re varo, evit procuri dezo ur soulajamant general, hac e deveus choaset evit an effet-se tronos gouel an oll-Sænt, evit disquez an union a so etre an oll memprou eus an Ilis guirion. Ar gristenien fidel pere a so en eê, er purgator ha var an

  1. Moullet : chraç.