Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/570

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
550
Oræsonou evit ar Goueliou.
Instruction evit gouel an oll-Sænt.

AN Ilis a celebr ar gouel ma gant ur solennite vras, abalamour ma compren an oll goueliou all, ha ma’z eo an imaij eus ar gouel eternel a celebr Doue he unan en eê gant oll-sænt. An intantionou p’evit re eo instituet gant gouel an oll-sænt, ha pere a dleomp da gaout ive evit he solennisa erfat, eo : 1. evit enori ar sænt, quen ar re so anaveset, quen ar re ne d’int quet, pere n’ho deveus gouel particulier ebet epad ar bloaz ; 2. evit repari dre ar solennite-ma ar mancamanchou pere hor be coumetet er goueliou all epad ar bloaz ; 3. evit renta graçou da Zoue eus a guement faver en deveus great d’an eneou eürus ; 4. evit tenna mui a c’hraçou varnomp hon-unan oc’h implija ive mui a intercessouret evidomp dirac Doue ; ha d’ar pempet, evit en em excita da bratica gant mui a gouraij ar vertuz dre guement a exemplou mad unisset assambles eus a bep seurt oad tud, a bep sex hac a bep condition, ha dre ar guel eus ar recompanç pe veus a hini e jouissont brema ; hac ar pez so capabi d’hon excita da heul ho exempl, eo consideri penaus ar sænt a voa sempl eveldomp-ni, sujet d’ar memes tentationou ha d’ar memes difficulteou, hac ez omp memprou eus ar memes corf, pehini eo an Ilis, animet gant ar memes speret, fortifiet gant ar memes sicour ha gant ar memes graçou, instruet gant ar memes mestr, ha galvet d’ar memes recompanç eus ar barados.

An Hymn evit gouel an oll-Sænt, va[r] [1] an ton latin.

CHriste Redemptor omnium, conserva tuos famulos, beatæ semper Virginis placatus sanctis precibus.

Beata quoque agmina cælestium Spi-

JEsus-Christ, Redamtor an oll,
Hor c’honservit na daïmp da goll ;
O veza douç ouzomp rentet
Dre beden ho Mam guerc’h bepret.
Ha c’houi compagnunez-santel
A sperejou celestiel,

  1. Moullet : vara.