Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/562

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
542
Gousperou S. Mikeal hac an Ælez-Gardien.

telez a Franç, ha ma’z eo etablisset gant Doue var hon eneou da boeza hon droug hac hor mad : ha d’hon diguemeret er sorti euz a vuez ar bed-ma, evit hor presanti dirac an tribunal eus hor barner souveren da receo hor setanç diveza. Pedomp-en’ta d’hon assista favorablamant er moment terrubl-se ; ha rac-se e ven avis deoc’h da lavaret bemdez devotamant ho Confiteor evit en em recommandi d’an Autrou S. Mikeal Arc’hel, ha da dostat, mar guillit, ouz ar sacramancbou, en enor dezan hirio hac er gouel all pehini en deveus en eizvet dez a vis Mae. Hac evit solennisa erfat ar gouel-ma couls ha gouel an Ælez-Gardien hervez intantion an Ilis, e tleomp, da guenta, trugarecat Doue eus ar victor en deveus grêt da sant Mikeal ha d’an Ælez all da c’hounit var Lucifer ha var an oll ærevent, hac eus ar vadelez pehini en deveus da zigaç an Ælez santel-se da renta servij deomp ha d’hor sicour da c’hounit ar memes victor, ha da acquisita ur memes eürusdet eveldo : d’an eil, lacat hor poan da imita ar garantez, an humilite hac an obeissanç, ho deveus d’hor servija, peguen indin bennac omp ; ha d’an trede, diouall na zeuemp d’ho c’hontrista oc’h offansi Doue en ho fresanç.


Evit Gousperou sant Mikeal Arc’hel, e quemerrot ar pevar Salm quenta eus a C’housperou ar Sul, ha da bempet ar Salm Confitebor tibi, Domine, in toto corde meo, pehini so da ziveza.

Capitulum.

SIgnificavit Deus quæ oportet fieri citò, loquens per Angelum suum servo suo Joanni, qui testimonium perhibuit Verbo Dei, et testimonium Jesu-Christi, quæcumque vidit. R/. Deo gratias.

Chahistr bian. Apocalyps.

DOue en deveus discleriet an traou pere so ret a c’hoarfe souden, o coms dre voyen he Æl ouz he servijerien, pehini var quement en deveus guelet, en deveus rentet da goms Doue un desteni, pehini eo testeni J.-C.

R/. Graçou da Zoue.