guez, penaus e vezo martese an devez diveza eus ho puez, hac e viot surprenet gant ar maro ma na sonjit enni erfad ; ha rac-se sellit ar voyen da ober un dervez mad, o lacat evez na offançot Doue, o sevel alies ho calon varzu-ac-ennan, oc’h offr alies ho labour hac ho poan dezan, oc’h implija erfat hoc’h amser, hac oc’h ober muia hac a hellot a œuvrou-mad epad an deiz.
Eus ar beden diouz ar mintin, hac a ell servijout ivez evit ar beden diouz an nôs, oc’h ajouti ebarz an examen a gonsianç, pehini a aller da dremen diouz ar mintin. Var ton guers ar Barados, pe guers sant Caourintin.
In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti. Amen.
TAd, Map ha Speret Santel, |
Actou a adoration, a feiz, a esperanç, a garantez en andret Doue, o c’houlen outan ur berseveranç d’he garet bepret. |
C’houi ê hoc’h eus ma c’hrouet, |
Actou evit trugarecat Doue eus he oll mad oberou en hon andret, hac evit offr dezâ an anaoudeguez eus he c’hraçou, ar meritou infinit eus he Vap hor Salver. |
- ↑ Mankout a ra ur werzenn er poz-mañ.