Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/493

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
473
Complidou epad ar bloaz.

Iselaït ho scouarn divin
Da glevet ouz va fedennou :
Hastit affo caout truez ouzin
D’am zenna eus va chadennou :
Bezit d’in un Doue protectour,
Bezit va refuj assuret.
A enep Satan hon adversour,
Ma vezin gueneoc’h sauveteet.

Inclina ad me aurem tuam : accelera ut eruas me.

Esto mihi in Deum protectorem et in domum refugii : ut salvum me facias.

C’houi eo va nerz ha va oll souten,
N’em eus recours nemet dec’h-hu.
Hepdoc’h oun trec’het neuse souden
O veza attaquet a bep-tu ;
Abalamour d’hoc’h hano santel,
C’houi a fournisso d’am ene
He magadurez spirituel,
Hac am c’haço varzu an eê.

Quoniam fortitudo mea et refugium meum es tu : et propter nomen tuum deduces me et enutries me.

C’houi am dilivro diouz al laçou
Ho deveus steignet d’in en cuz
An ærevent dre ho artifiçou
D’am distrei diouz hent ar vertuz;
Pa’z ê dindan ho protection
Oun en em lequeet, va Autrou,
Na vanquit en nep occasion
D’am assista gant craçou.

Educes me de laqueo hoc quem absconderunt mihi : quoniam tu es protector meus.

Pa’z ê diouzoc’h-hu e tepandan
En peb fæçon, ô va Doue :
Gant fizianç vras e recommandan
Etre ho taouarn va ene ;
Ho pêt memor hoc’h eus va frenet,
Autrou, Doue a virionez,
Hac hoc’h eus alies va zennet
Eus a c’hriffou Satan ivez.

In manus tuas commendo spiritum meum : redemisti me, Domine, Deus veritatis.

Enor ha gloar d’an Tad eternel, etc.

Gloria Patri, et Filio, etc.