Commun, pe Souffrajou ar Sænt, pere a vez recitet en fin Gousperou d’ar Suliou ordinal eus ar bloaz, varlerc’h an Oræsonou all oll, pa vez lavaret Gousp erou ar Sul ive. Hoguen ar gommemoration guenta-ma eus ar groas ne vez grêt nemet adalec dissul ar C’hasimodo betec an Asçansion pe ar Iaou-Basq.
CRucem sanctam subiit qui infernum confregit, accinctus est potentiâ, surresit die tertiâ. Alleluia. V/. Dicite in nationibus. Alleluia. R/. Quia Dominus regnavit à ligno. Alleluia. |
ER groas santel eo bet en em soumetet da vervel an hini pehini en deveus brusunet perzier an ifern, hac o veza en em visquet eus he c’hallout, eo bet ressuscitet d’an trede deiz ; Doue ra vezo meulet. V/. Discleriit a guement nation pobl a so er bed. R/. Penaus en em deveus hon Autrou etablisset he rouantelez dre ar c’hoat eus ar groas. Meulet ra vezo Doue. |
Oremus.
DEus, qui pro nobis Filium tuum crucis patibulum subire voluisti, ut inimici à nobis expelleres potestatem ; concede nobis famulis tuis, ut resurrectionis gratiam consequamur. Per. |
Pedomp Doue.
O Va Doue, c’houi pehini hoc’h eus teurvezet en em soumetse ho Map unic da vervel evidomp ouz ar potanç eus ar groas, evit ma hon delivrac’h diouz puissanç hon adversour ; accordit deomp [e]ntrezomp [2] ho servijerien, ma aquisitimp ar c’hraç eus ar resurrection eürus. Dre verit hor memes Autrou J.-C. ho Map quer, etc. |
Ar Gommemorationou pe ar Suffrajou-ma varlerc’h ne vezont quet lavaret nemet adalec ei[z]vet [3] ar Sacramant betec an Azvent, hac adalec eizvet ar Rouanez bete dissul ar Bassion, nac epad an amseriou-se memes ne vezont quet lavaret ive d’ar Sul, mar bez grêt