Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
Hymnou evit Gousperou ar Suliou.

V/. En meur a langaij prezegue an ebestel, Doue ra vezo meulet.

R/. An traou bras en deveus grêt Doue, meulet ra vezo.

Credamus omni tempore.

Gloria Patri Domino, Natoque qui à mortuis, Surrexit ac Paracleto, In sæculorum sæcula. Amen.

V/. Loquebantur variis linguis Apostoli, alleluia.

R/. Magnalia Dei, alleluia.

An Hymn O lux, beata Trinitas, pehini a vez lavaret araoc ar Magnificat dissul an Dreindet. Var an ton Latin.

O Sclerder eürus, o Treindet,
Quenta unite so er bet ;
An heol a velomp o tremen,
Roït d’hor c’balon ho sclerijen.
Grit d’ar mintin ma ho meulimp,
Ha d’ar pardaëz ma ho pedimp,
Evit meuli ho majeste
Da bep poent gant humilite.
Roït deomp bete fin hor buez,
Feiz, esperanç ha garantez,
Ma c’hellimp goude ar maro
Mont en eê d’ho meuli ato.
Meuleudi d’an Tad eternel,
D’ar Map ha d’ar Speret Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,
Eus a vrema da virviquen.
Evellen bezet grêt.

V/. Autrou Doue, c’houi a so benniguet er firmamant eus an eê.

R/. C’houi a so dîn a bep meuleudi, ha leun a c’hloar epad an eternite.

O Lux, beata Trinitas, Et principalis unitas, Jam sol recedit igneus, Infunde lumen cordibus.

Te manè laudum carmine, Te deprecemur vesperè : Te nostra supplex gloria Per cuncta laudet sæcula.

Deo Patri sit gloria, Ejusque soli Filio, Cum Spiritu Paracleto, Et nunc et in perpetuum. Amen.

V/. Benedictus es, Domine, in firmamento cœli.

R/. Et laudabilis et gloriosus in sæcula.