Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
Offiç an Hano a Vari.

Hac a c’henou hac a palon,
Ho pedomp gant devotion
Ma obtenot ar burete
D’hor c’horf quer couls ha d’hon ene.
Ha dre hoc’h intercession,
M’hor bezo ar remission
Eus hor pec’het digant Doue,
Hac ar vuez eternel goude.
Hon exaucit dre ho douçder,
Mari rouanez deboner,
C’boui pehini a so choumet
Hoc’h-unan mam ha guerc’h bepret.

A. Me bo salud, Mari, etc.
Recommandation pe Antif.
Me ho salud, verelaouen.

Te nunc flagitant devota corda et ora.

Tua per precata dulcisona,

Nobis concedas veniam per sæcula.

O benigna ! o Regina ! o Maria !

Quæ sola inviolata pe[r]mansisti.

Ave, Maria, etc.

Ant. Ave, stella matutina.


PSALM 112, pe CANTIC.

Ar Salm-mâ a represant ar c’hri hac ar glem a ra an Ilis pe un ene mad ouz Doue a enep an arroganç hac ar c’halomniou an dud superb ha pinvidien a[r] bed, pere a gustum disprijout ha goaldreti an dud simpl. Clemit ouz Doue ivez en hoc’h affliction gant ar memes speret, a c’houlen sicour outan dre intercession ar Verc’hes. Var ton : Me am eus choaset ur vestres, un itron hac ur rouanez.

VAr-zu-ac-enoc’h, va Autrou,
Pehini a cbom en evou,
Em eus savet va daoulagad,
Pa’z oun amâ un emzivad.

AD te levavi oculos meos : qui habitas in cœlis.

Var dorn he vestr evel ma vez
Lagad ur servijer ivez,
Ha var an dorn eus he mestres
Lagad ur guir servijeres.

Eccè sicut oculi servorum : in manibus dominorum suorum.