Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276
Instruction evit Gouel Per ha Paul.


er memes kear. He ben goude ma oe t[r]ouc’het [1] divar he c’houzoug, a reas tri lam, hac en andrejou ma reas an tri lam-se, e savas neuse souden teir sourcen-feuteun pere a veler c’hoas brema eno.

An daou abostol-ma’ta ho deveus fontet ha siellet gant ho goad an Ilis santel a Rom pehini eo ar vam hac ar vestres eus a guement Ilis a so dre’r bed, pere ne d’int oll nemet ur memes Ilis ganthi dindan ar memes pen, pehini ê hon tad santel ar pab successeur da sant Per ha viquel da Jesus-Christ var an douar. Ac’hano eo e c’halver apostolic ha romen an Ilis universel ; en hevelep fæçon ma rencomp beza en union gant ar pab ha gant an ilis a Rom evit beza er guir Ilis ; anes, ne vemp nemet heretiquet pe [ch]smatiquet [2].

D’ar gouel-ma e reer ur solennite vras partout dre ar gristenez, ha particulieramant er rouantelez-ma, evit trugarecaat Doue eus ar feiz hon eus recevet dre voyen an daou abostol-ma ; rac sant Per a zigaças predicatoret en Franç. Evelse ive an darn-vuia eus hon ilisou-parres a so dediet en enor da sant Per, pehini eo ar patron anezo ; ha sant Paul, a lavarer, a dremenas he-unan dre Franç eleac’h ma lesas lod eus he zisquibien. Abalamour da-se ivez e reer Un tân a joa d’ar gouel-ma couls ha da vouel Ian, en anaoudeguez-vad eus ar feiz hon eus recevet digant an daou aboslol-man, hac evit en em rejouissa spirituelamant eus ar c’hloar vras ho deveus en eê.

Evit enori ar gouel-ma’ta, ouspen ma renquer lacat evez na zeûet d’he profani dre an dansou, ar mezvintiou hac an divertissamanchou dissolit p’evit re eus bet couezet a veichall punition bras var nep ho grea, e tleomp ganr ur gonscianç pur ha neat a pec’het marvel iun an deiz diaguent, assista devotamanr er servij divin, ha sacramanti, mar guellomp, er gouel bras-ma, o pidi sant Per ha sant Paul da zifen ato an Ilis romen diouz ar chis-

  1. Moullet : tou-.
  2. Moullet : c’his-.