man a lavar ivez ar belec d’an dud abars ho c’hommunia, o tisquez dezo an hostif dindan pehini e cuzet ar memes Oan Doue-se a oe disquezet gant sant Ian d’ar bobl, evit ma tihunint ho feiz da c’hout piou a recevont er gommunion, ha ma hen recevint gant mui a-se a zevotion hac a respet.
Noz-quent ar gouel-ma e reer un tân a joa, abalamour ma en devoa profetiset an Æl-Gabriel da dad sant Ian abars ma teuas er bed, penaus, pa vize ganet, e tlie an dud en em rejouissa gant joa. Ar sujet eus ar rejouissanç-ma eo an donediguez a Jesus-Christ pehini a dlie dont varlerc’h sant Ian he brecurseur. Rac pa vezomp o vale en creis an devalijen eus an nôz, e ve joa gueneomp guelet argoulou-deiz, abalamour ma aparis an heol souden varlerc’h. Quent ma teuas hor Salver var an douar, edo an dud o querzet en devalijen eus a nôz ar pec’het ; leac’h ho devoa’ta d’en em rejouissa er guel a sant Ian, pehini oa ivez evel ar goulou-deiz a voa erru raoc hor Salver, pehini eo an heol a justiç a ro guir sclerijen d’ar bed. Hoguen ret eo diouall er-vad na daë ar joa-ma eus a dantad gouel Ian bete lacat an dud da zansal ha da ober certen superstitionou ha divaloamanchou all a ra cals en occasion-se : rac an dra-se ne ve nemet nevesi an disenor a reas Herodes da sant Ian, pa lequeas he zibenna ouz ar goulen eus a un danseres maleurus, pehini a blijas d’ar roue mechant-man o tansal en he bresanç. Beza e c’hallet ervat cana hymnou ha guersiou spirituel en dro d’an tantad-se hac en em entreteni eus a draou mad, hep mancout da iun er memes deiz.
Evit profita eus ar gouel hac an exempl a sant Ian, e tleomp eta, evel a lavare, prepari an hent d’hon Autrou Jesus-Christ da ober he zonediguez a c’hraç en hon eneou dre voyen ur gonfession hac ur gommunion vad, o lacat hor poan d’en em gorrija eus hor goall accustumançou, ispicial eus ar pec’hejou control d’ar burete, ouz pe re en devoa sant Ian un