Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
Passion hon Autrou Jesus-Christ.

memes ar Iudevien hac an infidelet, abalamour ma ê maro Jesus-Christ evit an oll generalamant ; ha d’ar pevare, mont gant respet ha gant devotion da adori ar groas, da lavaret eo, d’en em brosterni dirac ar groas evit adori non pas ar c’hoad pe ar groas-se simplamant, mæs Jesus-Christ pehini a so bet staguet outi. Chetu ama comsou an Ilis pere a ellot da brononç devotamant en adoration-se, ha quellies gueich ma rancontrot ur groas bennac var hoc’h c’hent, ha pa antreot en Ilis o velet ar grucifi pehini a gustum beza abars a huel.


EVIT SALUDI AR GROAS
Hac adori Jesus-Christ staguet outi.

ADoramus te, Christe, et benedicimus tibi, quia per sanctam crucem tuam redemisti mundum. Per signum crucis de inimicis nostris libera nos, Deus noster.

V/. Omnis terra adoret te et psallat tibi.

R/. Psalmum dicat nomini tuo, Domine.

Oremus.

Perpetuâ nos, quæsumus, Domine , pace custodi, quos per lignum sanctæ crucis redi-

O Jesus-Christ hon Redamtor,
M’ho trugareca hac hoc’h ador,
Abalamour m’hoc’h eus prenet
Dre voyen ho croas sacr ar bet.
Plijet gueneoc’h, o va Doue !
Hon delivra bepret ive
Diouz hon adversourien gruel
Dre ar sin eus ar groas santel.
Ra viot, Autrou, adoret
Gant quement den a so er bet,
Ha quement so var an douar
Ra rento deoc’h enor ha gloar.
Ra vezo canet en peb bro
Deoc’h, va Jesus, ha d’hoc’h hano
Canticou a bep meuleudi
Er guel eus ar grucifi.
P’hoc’h eus priset, o va Jesus !
Dre’r c’hoad eus argroas precius