Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
Offiç an Hano a Vari.

Bremâ e leverrot ar pemp Salm pe Gantic pere so amâ va[r]lerc’h, gant ha Antiphonennou pe Recommandationou hervez ar pemp liseren eus an hano MARIA ; hac e leverot ive an Ave, Maria, het-a-het arauc pep Salm ; hoguen da guenta oll e commançot dre an Ave, maris stella, pehini a aller da gana var an ton : Ar Verc’hes sacr, mam da Zoue.

NI ho salud, stereden ar mor,
Mam da Zoue leun a enor,
Guerc’hes bepret, porz an êvou,
Selaouit ous hor pedennou.

AVe, maris stellla,
Dei Mater alma,
Atque semper Virgo,
Felix cœli porta.

Recevit ar salud santel
A roas d’hoch an el Gabriël ;
Roït ur peoc’h ferm d’omp er bed-mâ ,
O cheinj an hano a Heva.

Sumens illud ave
Gabrielis ore,
Funda nos in pace,
Mutans Evæ nomen.

Torrit chaden ar becherien :
D’ar re so dall roït sclerijen ;
Pellaït diouzomp pep maler,
Hac obtenit deomp pep favêr.

Solve vincla reis,
Profer lumen cæcis,
Mala nostra pelle ,
Bona cuncta posce.

Disquesit ez oc’h ur vam vad
En andret an dud emzivad ;
Grit ma hon exauço an hini
Hoc’h eus ganet evidomp-ni.

Monstra te esse Matrem,
Sumat per te preces.
Qui pro nobis natus
Tulit esse tuus.

Guerc’hes pur hep comparæson,
Douç dreist an oll en pep fæçon
Diouz hor pec’hejou dilivret,
Hon rentit douç ha chast bepret.

Virgo singularis,
Inter omnes mitis,
Nos culpis solutos,
Mites fac et castos.

Grit ma conduimp ur vuez pur,
Preparit deomp un hent assur,
Ma vezimp, o velet Jesus,
Bepret er joa gueneoc’h eurus.

Vitam præsta puram,
Iter para tutum,
Ut Videntes Jesum,
Semper collætemur.

Gloar ato d’an Tad eternel,
D’ar Map ha d’ar Speret-Santel ;
Meulet ra vezo da viquen
Tri ferson en un Doue epquen
Evelse beset grêt.

Sit laus Deo Patri,
Summo Christo decus.
Spiritui Sancto ;
Tribus honor unus.
Amen.