Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
Instruction evit ar C’horaïs.

CANTIC VAR AR STABAT MATER.

Pehini a ve mad da lavaret en fin ar Gousperou epad ar C’horaïs, evit compatissa gant ar Verc’hes Vari e hars ar groas, bac evit goulen outi beza participant er meritou eus a varo he Map hor Salver. Un Oræson excellant eo evit en em recommandi d’ar Verc’hes. Var an ton Latin.

STabat Mater dolorosa Juxta crucem lacrymosa, Dùm pendebat Filius.

Cujus animam gementem, contristantem et dolentem, Pertransivit gladius.

O quàm tristis et afflicta Fuit illa benedicta Mater Unigeniti !

Quæ mœrebat et dolebat, Et tremebat, cùm videbat Nati pœnas inclyti.

Quis est homo qui non fleret, Christi Matrem si videret In tanto spplicio ?

Quis posset non contristari, Piam Matrem contemplari, Dolentem cum Filio ?

Pro peccatis suæ gentis Vidit Jesum

MAm Jesus a vouele dourec
E-hars ar groas gant he regret,
P’her guele outi staguet
Ur c’hleze a gontrition
A zeuas da dreuzi he c’halon
Carguet a gompassion.
Peguen trist, peguen afflijet,
E oe ar vam-se benniguet
Dirac he muia caret !
Hi a nec’he hac a scrije
He boaniou cruel pa vele
En tredemarz na varve.
Piou e’n den na scuille daëlou,
O velet da Vam hon Autrou
Quement a nec’hamanchou ?
Piou a ouffe consideri
Ar vam baour-se oc’h anduri
Gant he Map, hep regreti ?
Evit efïaci hor c’hrimou
E velas Jesus er poaniou,
Ha freuset gant ar fouetou.
Pebez glac’har dezi guelet
He Map o vervel desolet,
Quen ha rentas he speret !
Roït, Mam, feuntûn a garantez
Lod d’in eus [ho] [1] tristidiguez,
Ma vouelin gueneoc’h ivez.

  1. Diwar embann. all. Moullet amañ : a.