Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
Instruction evit demerc’her al ludu.

lennot ouz Doue ur galon contristet ha brusunet quer boug hac al ludu, hac ur guir doujanç rac he jujamanchou, pehini doujanç eo ar gommançamant eus ar furnes hac eus ar binijen, ba pe gant hini e oe sesiet calonou ar bobl a Ninivez gueichall, pe en em c’holosont a ludu evit appæsi coler Doue. Chetu ase an exempl a dleit da heul hac an intantion a dleit da gaout o guemeret al ludu, pe da hini en em bresantot gant un humilite vras ; hac endra vezo ar belec oc’h he lacat var ho pen gant sin ar groas e lequeot evez ouz an avertissamapt pehini a ro deoc’h er memes amser da sonjal er maro. Neuse ho pezo memor eta penaus ho corf o veza great a zouar, a vezo rentet souden eant ar maro en breinadur, en douar hac en poultr, na penaus ar vuez-ma oll ne d’eo nemet vanite , hac e consist ar guir furnez eus an den oc’h en em diatachi diouti, o veza en donjanç Doue, o viret he c’hourc’hemennou ha re an Ilis, hac oc’h en em brepari d’ar maro, hac oc’h ober ato pinijen. Assista a reot er procession, mar bez, hac en oferen hac er bredication, hac e pedot Doue da gonservi enoc’h ar santimanchou-ma epad ar c’horaïs hac epad ho puez memes.


INSTRUCTION EVIT AR C’HORAIS.

AR c’horaïs a so un amser santel a c’huec’h sizun ha anter, instituet en Ilis gant an ebestel evit pemp ræson : da guenta, evit ma teuimp d’en em occupi gant Doue oc’h he bidi alies ha gant ferveur diouz an exempl eus a Voyses, a Elias hac eus hor Salver he-unan, pere so bèt en em retiret a douez an dud evit ar memes sujet en spaç a zaou uguent dez hep dibri nac eva hed an amser-se ; d’an eil, evit enori ar iun-se a zaou-uguent devez hac a zaou-uguenr nosvez pehini a eureu Jesus-Christ en desert ; d’an frede, evit en em greât ouz tentationou ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret, adversourien hon ene, o castia hor c’horf