Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218
Instruction evit ar Circonsision.


a guic hor Salver, ha roet an hano a Jesus dezan da ben eiz dez goude ma oa ganet. Rac al lesen ancien a oblije da lacaat circoncisa erguis-se ar vugaligou mal da ben ho eiz de ; hac ar ceremoni-se a ioa ur merc eus ar pec’het original, hac a servije da remed outan neuse, evel ar vadiziant brema.

Peguement-bennac na d’oa quet oblijet hor Salver d’ar circoncision poanius ha mezus-se, pa n’en devoa pec’het ebet da effaci, ha pa oa deut he-unan da effaci hor pec’hejou, o veza map propr da Zoue, hac o veza bet concevet dre vertuz ar Speret-Santel gant ur verc’hes ar burra ; couscoude eo bet en em soumetet d’al lesen-se couls hac ar vugaligou-all, evit rei deomp un exempl a humilite ar brassa, o fallout dezan tremen ivez evit ur pec’her, hac evit disquez deomp he garantez infinit en hon andret, o comanç quen a-bret-se da squilla he c’hoad evidomp, o c’hortos he squilla oll betec ar berad diveza en he bassion hac en he varo evit ar remission eus hor pec’hejou.

Roet oe dezan neuse ive an hano a Jesus, hervez ma en devoa ordrenet an Tad eternel dre c’henou an Æl Gabriel, pa saludas ar Verc’hes d’an annonciation. Rac evel ma commance dija an ofiç a Salver o squilla un darn eus he c’hoad en he circoncision evidomp, eo ræsonabl, e recefse ive an titr hac an hano enorabl a Salver ; rac Jesus a signifi Salver, abalamour ma e bet deut var an douar evit hor sauvetei.

Ar ræson p’evit hini e ro deomp an Ilis ar gouel-ma eus ar Circoncision an deiz quenta eus ar bloaz, eo evit hon inspira da ober tri zra diouz an exempl eus hor Salver en commançamant ar bloaz ive : da guenta, ma en em offrimp entieramant da Zoue evit he zerou-mad, evel ma en em offr ar mabic Jesus en deiz-ma evidomp ; d’an eil, ma trouc’himp ive non pas un tamic eus hor c’hic, mæs ar pec’hejou hac ar viçou pere accustumet, o quitat an occasionou pere so caus deomp da goueza er goall accustumançou-se ;