Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
Instruction evit Nedelec.

INSTRUCTION HA CANTIC

Var an histoar a c’hinivelez Jesus-Christ, hervez an aviel evit Nedelec, hac ivit servijout da veditation er pelguent. Var ton, Theophilus.

SElaouit un noel pe un nevezinti,
A ro ur sujet bras deomp d’en em gonsoli,
Ar c’hinivelez eo eus hon Redamtor quer
A so deut er bed-ma evit clasq ar pec’her.
En amser ma oa prest da zont var an douar,
Ez oe un ordrenanç douguet a berz Cesar,
Ma afe peb-unan d’he guer ha d’he gartier,
Da lacat he hano eno var he c’hayer.
Evit oboissa d’an edit publiet,
E partias Joseph ha Mrin he bried
D’ar kear eus Vethleem evit rei ho hano,
Rac ma’z oa pen ho raç sortiet ac’hano.
Chetu un exempl caër eus an humilite
Hac an obeissanç e devoa Mam Doue
Oc’h ober un veaij a voa leun a fatic,
Ha beza tost ar poent da c’henel he Mabic.
Gant Joseph en Bethleem pa oa en em rentet,
He amser da c’henel a oe accomplisset :
Ne gavent quet a blaçen un hostaleri,
Hac e oe ret dezo mont en ur marchosi.
Antreet er c’havarn-se, ec’h entendsont erfad
Oa hen nez an andret hac ar palæs deread
Choaset gant Map Doue, roue ar rouanez,
Evit disquen enna en he tonediguez.
O veza deut an heur d’ar Verc’hes benniguet
Da zigaç a[r] frouez eus he c’horf pur er bed,
He pedas Doue stard, prosternet d’an daoulin ,
Gant desir da velet he c’hrouadur divin.
Chetu hi e[n] [1] instant, en fin he oræson
O c’henel he Map-quer dinoas en peb fæçon
Var treizionigou paour, hep offanç d’he guerc’hdet,
Er guelas dirazi eus he c’horf sortiet.

  1. Moullet : en.