Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
Cantic par santimanchou santes Theresa.

Evit gueneoc’h’hu ma vezin ;
C’houi epquen eo a ell contanti
An oll desir eus va c’halon;
Ar bed ma nemet va zourmanti
Ne ra pelloc’h en peb fæçon.
N’em eus enna quen contantamant,
N’em eus quen satisfaction
Nemet o souffr peb diæsamant,
Peb poan ha peb affliction.
Evit plijout dec’h-hu, va Salver,
Ha disqouez deoc’h va c’harantez;
Pe vervel, pe fouffr da bep amser,
N’em eus ama quen volontez.
An horolaij o son pa glevan,
Ez oun consolet bras meurbet.
O sonjal eo ar vuez trist-man
Eus a guement-se diverret,
Hac e tinessa a[r] moment eürus
Ma esperan receo ar

c’hraç
Digant va Doue drugarezus
Da vont d’he velet faç-ouz-faç.
O barados ! demeuranç eürus
D’an ælez ha d’an dud fidel,
Gant hon Redamtor carantezus
Hac ar Verc’hes he Vam santel !
O pebes joa, pebes levenez
Eo epad an eternite
Beza en un seurt compagnunez !
N’em eus quen hast nemet da se.
Gant ar c’hoant, va Doue, d’ho quelet
En hoc’h eürusdet eternel ;
Ha gant an desir ma vec’h meulet,
E varvan en deffot mervel ;
Ma c’hassit gueneoc’h hivisiquen,
Evit ma c’hellin ho caret,
Hep aon ebet da veza biquen,
Va Doue, diouzoc’h separet.
Amen.