Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xvj
Prefaç hac Avertissamant.


doubl. Hoguen mar guerru d’ar sul ur gouel en devezo un ofiç doubl, elec’h ofiç ar sul vezo gret ofiç ar gouel-se, eus a behini e vezo lavaret ar Gousperou ha non pas Gousperou ar Sul, nemet ma vezo couscoude lavaret ive oræson ar Sul varlerc’h oræson ar gouel-se quen en Oferen, quen er Gousperou, ha ma guerru ar gouel doubl-se dal lun, e vezo lavaret quercouls he C’honsperou d’ar Sul diaraoc eleac’h Gousperou ar Sul, eus a behini e vezo grêt commemoræson hepquen, o lavaret varlerc’h oræson ar gouel, oræson ar sul ive gant he verset.

Evit gouzout eta pe seurt gousperou a leverrot d’ar sul, n’hoc’h-eus nemet caout recours d’an daulen eus a galandrier ar misiou, ha clasq eno an deiz eus ar mis ma viot ennâ, eleac’h ma c’hanavezzot [sic] ive ar sul diouz al lizeren pehini en devezo er bloas-se ; ha mar guelit ec’h erruo d’ar memes deiz gant ar sul pe da lun varlerc’h ur gouel hac a vezo merquet bers pe doubl e vezo lavaret Gousperou ar gouel-se ha non pas re ar sul, nemet na ve ar sul privilegiet bennac, evel ma ze suliou pere a so specifiet tumâ varlerc’h Gousperou Nedelec, eleac’h ma commanç an oræsonou evit ar goueliou. Ar goueliou a vellot lequeet en lizerennou gros en daulen eus a calandrier ar misiou, a so bers ha mirabl casi en peb leac’h ; hoguen ar re so e lizerennou commun ne d’int quet berset, evito da veza doubl. Pa vellot merquet enno ive var ur Gouel al lizeren a, e sinifi eo abostol ar sant ; pa vellot a lizeren m, e sinifi eo merzer ; pa vellot a lizeren c, e sinifi eo confessour ; ha mar guellit p, peautramant es gant ar c-se, e sinifi an dra-se penaos eo ur sant confessour, pap pe escop an hini a so he vouel en deiz-se.

Mar guelit merquet ive varlerc’h hano ur Santes al lizeren g peautramant guer,e sinifi penaos eo guerc’hes, ha mar deo ajoutet al liseren m e sinifi eo guerc’hes ha merzeres; hoguen ma na dema quet al lizeren m, varlerc’h g, ne deo nemet guerc’hes, ha ma na dema quet al lizeren g gant al lizeren m, ne deo nemet merzeres ha non pas guerc’hes. En gousperou ar sænt e vellot expliquet petra sinifi abostol, evangelist, merzer, confessour, guerc’hes pe non guerc’hes.