178
Ar Rosera d’ar Verc’hes.
A ra ma couez cals a c’hraçou
Var an evelep famillou.
Un hanter-chapelet bemdez
A ra en spaç a c’huec’h devez
Ur rosera ; hac e cbom quit
Ar sul da un all, mar quirit.
Ur cbapelet bep sadornvez,
Hac ur chapetet bep sulvez,
Gant ur digenez bep pemp dez,
A ra ur rosera ivez.
Choasït ar fæçon a guerrot,
Gant peb-hini ec’h acquitot,
Hac e tennot, hep mar ebet,
Graç vad ar Verches ben-
|
niguet.
Rac-se bep sizun d’ar Verc’hes
Offrit teir gueich pemp digenes,
Pere a ra tri chapelet
Hac a so evellen galvet :
Ar c’henta a joa, an eil a gueuz,
An drede a c’hloar, evel m’en deus
Sant Dominic instituet
En enor da Rouanez ar bed.
En digenes ez eus ive
Ur Bater araoc dec Ave,
Hac o commanç ar chapelet,
E vez ar Credo lavaret
Brema ez ann da ziscleria
Oll mysteriou ar rosera,
Evit enno ma veditot,
Ho chapelet pa recitot.
|
CANTIC VAR MYSTERIOU AR ROSERA,
Pre eo profitabl bras da vedita, endra vezer oc’h he lavaret, peguement bennac couscoude na dê quet necesser absolumant gouzout ar mysteriou-ma evit en em acquita ar vreuries.
Mysteriou ar Chapelet a joa.
Var an ton : Selaouit oll guitibunan.
AR rosera ve commancet
Dre’r chapelet a joa hanvet ;
|
Bep digenes e lavarimp,
Var ur myster he veditimp.
|