Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
An devotion d’ar Verc’hes.
evel ma lenner en buez ar belec venerabl an tad Bernard a Baris [1], pehini he recommande d’ar bec’herien evit goulen ho c’honversion dre intercession ar Verc’hes, hac en deveus rapportet couls hac an escop santel an Autrou de Bellai [2], penaus sant Frances de Sales lavare bemdez gant un devotion vras ar memes oræson-ma hac he recommande ive d’ar re-all, chetu-hi ama’ta en latin hac en brezonnec.

O peguen douç eo ar sonjeson
E deveus un ene bemdez,
Pehini so tomet e c’halon
Ouz Mam Doue dre garantez !
Varlerc’h Jesus e caran Mari
Hac e rin va flijadurez
O servija hac oc’h enori
Ur Verc’hes epad va buez ;
Eûrus eo nep a so e speret
O sonjal ato er Verc’hes :
Eûrus nep en deus-hi quemeret
Evit he vam hac he vestres.
Erguis-se’ta me vezo eürus,
Rac da j[a]mæs [3], ô va Itron,
E talc’hot goude ho map Jesus,
Ar plaç huela em c’halon ;
C’houi vezo enni ar rouanez,
Hac ho map Jesus ar roue ;
En souveren, c’houi souverenes,
A zispozo ac’hanon-me.
Pa v’e[n] [4] enep an ifern savet,
Ne gollin quet an esperanç
Am eus da veza dreizoc’h salvet
Moyenant ar berseveranç :
Rac-se’ta, Guerc’hes, me ho supli
Procurit ma perseverin
En servij Doue hac hoc’h hini,
Hac ho caret ma varvin.

Memorare, o piissima Virgo Maria ! non esse auditum à sæculo quemquam ad tua currentem præsidia, tua implorantem auxilia, tua petentem suffra-

O Guerc’hes Vari leun a druez,
Ho pezet memor, me ho ped,
Penaus biscoaz den en he vuez
N’en deveus guelet na clevet
Ho pise leset en abandon
Nicun a guement a deuje
D’en em adressi deoc’h a galon,
Daoust peguer bras pec’her vise.

  1. Gw. Lempereur (Claude), La vie du vénérable père Bernard, natif de Bourgogne, prestre du diocese de Paris... Paris, 1708. Claude Bernard, leshanvet le Bon Prêtre, marvet e 1641, a oa kovessour d'ar rouanez Anna Aostrich, ha brudet bras evit bezañ kiriek, dre vertuz ar bedenn-mañ, ma tougas-hi Loeiz XIV.
  2. Gw. Camus (Jean-Pierre), évêque de Bellay [sic], L’Esprit de Saint François de Sales... Emb. 1añ : Paris, 1639.
  3. Moullet : jemæs.
  4. Moullet : v’em.