170
An devotion d’ar Verc’hes.
Mæs o tont da berseveri
En despet da bep chenjamant
Ha da bep inconveniant.
Beza ez eus meur a fæçon
Da bratica an devotion
En andret ar Verc’hes Vari,
Pe o iun, pe oc’h he fidi
Pe oc’h ober alusennou
Pe vortificationou.
Chetu ama praticou eas
Ha couscoude profitabl bras,
Ar guenta principalamant
Eo en em rei antieramant
Da servij ar Vam divin-se
Evel dezi guir bugale.
Evit, oc’h ho consideri
Evel un dra apparchant outi,
Ma teui d’ho quemeret ive
Er gonsideration-se
Dindan he guir brotection
Gant teneroc’h affection.
Goude beza dezi offret
Hac ho calon hac ho speret,
Evit derc’hel memor a-se,
E ve mad ouspen quement-se
Douguen ur merq exterieur
Eus hoc’h ofranç interieur.
Darn a guemer ur scapuler ;
En em lacat a a ra darn all
En breuriez ar rosera ;
|
Me guef hen-nez an assura,
O tont bemdez da lavaret
Devotamant ar chapelet.
Me [v]e [1] avis deoc’h da blaci
Un imaij [d]ezi [2] en ho ti,
Oc’h he lacat en un andret
Ma rit muia ho tarempret
Evit enon he saludi
Hac en distro hac ur sorti.
Ouspen devota ma ellot,
He goueliou-bers a celebrit,
O tont d’en em lacat en stad
Da veza dirazi deut-mad
Dre voyen ar covision
Hac ivez ar gommunion.
D’ar sul quenta eus a bep mis,
Mar d’[e] [3] fontet en hoc’h ilis
Ar rosera, ec’h assistot,
Er procession, pa ellot ;
Ha mar beac’h en pec’het marvel,
E covesaot couls ha d’he gouel.!
Mad ve deoc’h ivez exerci
Bep sadorn en andret Mari
Un dra eus ho tevotion,
Oc’h ober dezi oræson,
O iun, o rei an alusen,
Pe o clevet an oferen.
Disquez a reot dezi bemdez
Ur merq bennac a garantez,
|
- ↑ Moullet : re.
- ↑ Moullet : nezi.
- ↑ Moullet : d’he.