Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
Exerciçou evit ar Gommunion.

Nemet pec’het ha paourentez.

 

Peguer bras ê, o va Salver,
Ho carantez-hu em chêver,
Pa fell deoc’h loja em c’haloun,
Ha me peguer miserabl oun ?

Act a admiration.

Perac n’allan-me caout ivez
Ouzoc’h-hu quer bras carantez ?
Me ho car muia ma c’hallan,
Dreist quement tra so er bed man.

Act a garantez.

Hoguen pa ne allan nepret
Diouz ma ve requis ho caret,
Deoc’h ho carantez hoc’h-unan
Ganthini ho Mam a offran.

Act a offranç.

Deoc’h evit un eternite
Me ro va c’halon, va Doue :
Compsit, gourc’hemennit enni,
Ha grit a guerrot anezhi.

Act a soumission.

Siouas ! penaus em eus-me bet
Un seurt madelez offancet ?
Ur regret bras am eus, va Zad,
Ma’z oun bet ouzoc’h quen ingrad.

Act a gontrition.

Esperanç am eus couscoude
Da gaout va pardon, va Doue,
Dre ar maro ha passion
Hoc’h eus anduret evidon.

Act a esperanç.

Pelloc’h e fell d’in, va Salver,
En em acquita em dever,
Ha miret ho courc’hemennou
Gant ar sicour eus ho craçou.

Act a bropos mad.

Renonç a ran d’ar c’hig, d’ar bed
Ha d’an ærouant milliguet,
D’he bompou ha d’he oll œuvrou
Ma talc’hin mad d’hoc’h, va Autrou.

Act a renonçamant da dri adversour hon ene.

Evit n’hoc’h offansi nepret,
Ha ma teuin ato d’ho caret :
Me ho supli d’am assista,
Rac hep ho craç n’allan netra.

Act evit goulen ar sicour eus ar c’hraç.