Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiv
Prefaç hac Avertissamant.


na dremeno quet an nomhr - se an tuont da dregont : rac mar tremen an-tuont da dregont, e ranquer lamet emeas tregont, evel am eus lavaret dija ; hac an niver a vezo restet goude lamet an tregont-se, vezo tost-da-vad an deiz a glasquot al loar.


EXPLICATI0N

Eus an daolennou an daou calandrier a so amâ diaraoc, ha pe seurt gousperou a vez lavaret d’ar sul ma vezer ennâ.

AR guer-mâ, calandrier, a sinifi ur c’haïer pe un daulen eleac’h ma ê merquet an amseriou, ar misiou an deïziou, ar solenniteou hac ar goueliou a so epad a[r] bloas. Amâ diaraoc e velit diou daulen evit ar c’halandrier. An daolen guenta eo calandrier ar goueliou mobil pere a chench a zeiz hac e boent peb bloas ; an eil daolen eo calandrier ar misiou hac ar goueliou stabl, hac o vouelot diouz an diou daolen-mâ pe da boent, pe da vis, ha pe da zeiz eus ar bloaz ec’h erruo an amseriou santel : ar solenniteou hac an oll goueliou-se, quen ar re mobil, quen ar re stabl. Ar goueliou mobil eo ar re pere ne erruont quet beb bloas d’ar memes poent ; hac ar goueliou stabl eo ar re pere a erru ato d’ar memes deiz a d’ar memes mis, pe d’ar memes poent.

En daolen quenta pehini eo calandrier ar gouelion mobil, e velit cals a rencou hac a chifrou en peb pagen, ar chifr quenta eus ar renq a represant ar bloaziou, quen er bagen a so an tu cleiz deoc’h, quen er bagen a so an tu deou. En eil renq eus ar bagen gleiz deoc’h, e velit lizerennou pere a represant ar suliou eus à bep bloas ; hac er bloas m’en em gueffot ennâ, en devezo evit ar sul ato al lizeren pehini so a gostes vis-a-vis d’ar bloas-se : hoguen eleac’h ma zeus diou liseren assembles, evel a so bep pevar bloas, ar guenta eus an diou liseren-se a represant ar sul adalec commançamant ar bloas bete gouel sant Mathias, Abostol, hac en eil en represant adalec ar gouel-mâ bete fin ar bloas, abalamour ma ê biseaust ar bloas-se.

En drede renq eus ar bagen gleiz e velit ar chitrou eus an epactou, evit ma vouelot diouto peur vezo an neveziou-loar, ha pet devez loar a vezo d’an deis ma falvezo deoc’h gout er bloas a so eno araoc vis-a-vis da