Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
Exerciçou evit ar Gommunion.


Ha leun a baourentez ;
Hen desiran, va Doue,
Eveus a greis va ene
Gant ur c’hoant bras ive.
Deut eta, va c’harantez,
Va oll vad, va guir buez,

Va roue ha va zad,
Grit em c’halon ho palæs ;
Ha na zeut biquen jamæs,
Va Jesus, d’am c’huitaat,
Amen.


CANTIC VAR AN ACTOU,
En ur fæçon-all devot abars ar gommunion.
Var an ear gallec : Dieu au saint Sacrement repose.

Act a feiz.

ER sacramant ema va Doue,
Da veza magadur d’am ene :
Hennez eo va estonamant !
Ia, Jesus a so en hosti,
Den ha Doue guir, Vap da Vari ;
He gridi a ran fermamant.

Act a adoration.

Me hoc’h ador eta, va Salver,
Er sacramant eveus an auter,
O chom eno gueneomp bepret ;
Meulet ra viot, o va Jesus,
Pehini so quen trugarezus
Er myster-ma en hon andret.

Act a admiration.

Beza custod ha ciboar un Doue
Piou her c’hredse biquen couscoude !
O tra estrainj hac admirabl !
Mæs un dra eo hac a so guirion,
E teu brema da zisquen enon
Ur vajeste quen adorabl.

Act a humilite.

Penaus, o majeste souveren !
E fel dec’h-hu dont en ul laguen,
Ha loja en un tam douar ?
Allas! me ned’oun nemet pec’het,
Ur preon dister, ur c’hic corrompet
Hac ur c’haïn a so leun a flear.

Act a esperanç.

Couscoude me am eus esperanç